Escuchar "Bosenn langolen" Amazon Music Unlimited (ad) Prueba Gratis 30 días

Letra de Bosenn langolen

En iliz emañ bodet an holl wazed Erru eo un droug nevez, ur c'hleñved Dirak an aoter bras emaint o pediñ Sant Yann ha Sant Sebastian d'hon frezerviñEn ur ober un devezh pe zaou pe dri Mervel a ra kalz a dud, mui ouzh mui Hag an holl re-se lazhet gant ar c'hleñved A rankomp bemdez kas dillo d'ar veredUl lizher 'oa an Aotrou Person o lenn Anv ar c'hleñved-se eo ar vosenn Ul lizher bet kaset din gant hon eskob Tud paour, pinijet e vezimp evel Job!Allas! Erru eo ar vosenn er vro-mañ Doue, petra hon eus graet eneptañ Ma tag ac'hanomp en un doare ken kriz Ma venn dezhañ kas un ken taer a gastiz?Teir sizhun zo tremenet pan erruas Ne chom nemet va mab ha me bey c'hoazh Kuitaomp hon ti ha chomomp barzh ar vered Benn ma varvimp hon daou en douar benniget.